Hor mision
Krouet evit gwareziñ ha talvoudekaat lec'hienn arkeologel Iliz Koz, ar gevredigezh a vod arkeologourien, istorourien, tud a-youl vat ha tud entanet gant ar glad. Tro-dro da dri ahel pennañ emañ hon oberoù.
Gwareziñ
Gwareziñ an dilerc'hioù diouzh dilavadur an aod hag ar gwastadurioù, e kenlabour gant ar pennadurezhioù hag an arkeologourien vicherel.
Enklask
Kemer perzh e araokadur ar ouiziegezh diwar-benn al lec'hienn dre aozañ kampanioù enklask arkeologel ha embann disoc'hoù skiantel.
Hanterouriezh
Kizidikaat ar publik ouzh pinvidigezh ar glad arkeologel lec'hel dre weladennoù heñchet, prezegennoù ha diskouezadegoù.